Frances Villiers
Frances Villiers, kontez Jersey (St James's 1753 – 1821 Cheltenham) a oa ur serc'h, e-touez un toullad mat a re all, d'ar roue saoz George IV pa ne oa c'hoazh nemet Priñs Kembre,anezhi "ur vaouez a sked er gompagnunezh, un torkad kened ha goapaerezh"[1].
Bugaleaj ha yaouankiz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1770, pa oa 17 vloaz e voe dimezet da George Villiers, kont Jersey, un denjentil 34 bloaz, anvet da denjentil kambr-gousket ar roue George III. E 1795 e voe anvet da Vestr ar Marc'h.
40 vloaz e oa an itron e 1793, mamm dek bugel, ha mamm-gozh ouzhpenn, pa grogas he darempred gant an danvez-roue George IV.
He bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Chomet e oa dimezet da George Villiers a-hed he buhez. E 1805 e varvas George Villiers goude bevañ un hir a briedelezh hag engehentiñ dek bugel:
- Lady Charlotte Anne Villiers (1771–1808), dimezet da Lord William Russell e 1789, bugale dezho.
- Anne Barbara Frances Villiers (1772–1832), dimezet da William Henry Lambton bugale dezho, including John Lambton, 1st Earl of Durham; married secondly Hon. Charles Wyndham, mab da Charles, 2nd Earl of Egremont.
- George Child Villiers, 5th Earl of Jersey (1773–1859), dimezet da Sarah Sophia Fane merc'h da John Fane, 10th Earl of Westmorland ha da Sarah Anne Child, only child of Robert Child, the principal shareholder in the banking firm Child & Co.
- Lady Caroline Elizabeth Villiers (1774–1835), dimezet da gentañ da Henry Paget, 1st Marquess of Anglesey ha bugale dezho. Torret e voe an dimziñ e Bro-Skos e 1809 hag addimeziñ a reas da George Campbell, 6th Duke of Argyll.
- Lady Georgiana Villiers, marvet en-bugel .
- Lady Sarah Villiers (b. 1779), dimezet da Charles Nathaniel Bayley e 1799.
- Hon. William Augustus Henry Villiers (1780–1813), marvet dizimez en Amerika, having assumed the surname of Mansel e 1802, pursuant to the will of Louisa Barbara, Baroness Vernon.
- Lady Elizabeth Villiers, marvet dizimez e 1810.
- Lady Elizabeth Frances Villiers (1786–1866), dimezet da John Ponsonby, 1st Viscount Ponsonby, e 1803.
- Lady Harriet Villiers (1788–1870), dimezet da Richard Bagot, Eskob Oxford e 1806, ha bugale dezho .
Pried he mab George, Sarah hec'h anv, anavezet ivez evel Lady Jersey, a oa e penn a-raok ar c'hiz ( le bon ton e-pad Regency Priñs Kembre hag e ren evel George IV ar Rouantelezh-Unanet.
Lady Jersey a varvas e Cheltenham hag a voe beziet e Middleton Stoney e bez an tiegezh Villiers.
Pennadoù kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Martin J. Levy, 'Villiers, Frances, countess of Jersey (1753–1821)', Oxford Dictionary of National Biography, Oxford University Press, 2004; online edn, May 2008