Foulk Iañ
|
*Ur pennad Foulk a zo ivez.
Foulk Iañ (pe Fulco, pe Foulk ar Rouz), mab d'ar beskont Ingelger, ha moarvat da Aelendis, a oa kentañ kont Anjev eus 930 da 942.
Kent-se e oa bet beskont Anje (a-raok 898-930), beskont Teurgn (898-909), ha kont Naoned (909-919).
Dimezet e oa da Roscille Loches , merc'h Garnier (Warnerius), aotrou Loches, ha Tescende, ha bugale o doa bet :
- Ingelger, marvet a-raok 929, lazhet moarvat e 927 en ur c'hrogad gant Vikinged.
- Gui (Widdo), chaloni e Saint-Martin-de-Tours, hag eskob Soissons eus 937 da 973
- Foulk II, kont Anjev.
- Roscille Anjev, a zimezas da Alan II (lesanvet Alan Barvek), dug Breizh, ha mamm Gerberga Naoned.
E 909, pa varvas Alan Iañ, dug Breizh, e voe roet beskontelezh Teurgn da Thibaud l'Ancien, ha dezhañ kontelezh Naoned. Gant-se e oa karget da stourm ouzh ar Vikinged hag ouzh ar Vrezhoned.
Kemeret e voe Naoned gant ar Vikinged e 914, ha dilezel e wirioù war ar gontelezh a reas Foulk e 919. Miret e voe an anv a gont gantañ koulskoude, met ne voe anavezet nemet e 930.
Ar pep brasañ eus e vuhez a dremenas o vrezeliñ a-enep ar Vikinged. Meneg eus Foulk ar Rouz a zo e "Chronique des exploits des Comtes d'Anjou", skrivet eus 1100 da 1140 gant ur manac'h anjevat, war c'houlenn Foulk Rekin.