Fort Sainte-Anne (Vermont)
Fort Sainte-Anne zo ur c'hreñvlec'h gall en Nouvelle-France savet en 1666 en Isle La Motte, e Vermont, e SUA da ziwall Kanada diouzh argadennoù ar bobl henvroat Iroquois. Anvet e voe Sainte Anne abalamour d'ar rouanez c'hall, Anna Aostria. Fort Sainte Anne a oa diaes da zifenn rak ar bobl Iroquois, peogwir e oa an diwezhañ eus ar pemp kreñvlec'h a-hed ar stêr Richelieu war-zu ar c'hreisteiz. Ar pevar all e oa Fort Richelieu, Fort Chambly, Fort Sainte Thérèse ha Fort Saint-Jean. Alexandre de Prouville de Tracy an hini a lakeas sevel anezho gant peder c'hompagnunezh eus ar rejimant Carignan-Salières. An tri c'hentañ a voe savet e 1665, an daou all e 1666.
A-benn diwezh 1665 e voe graet ar peoc'h gant teir eus ar pemp pobl Iroquois e kêr Kebek. Daniel de Courcelle, gouarnour Kanada, a gasas Tracy, e diskar-amzer 1666, gant 1 200 soudard, ha ganto Huroned hag Algonkined, da argadiñ an div bobl Iroquois all ha zalc'he da stourm, hag ivez ar pobloù Mohawk hag Oneida.