Forever (stirad skinwel)

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Forever a zo ur stirad skinwel amerikan a 22 rann a 42 munutenn pep hini krouet gant Matt Miller. Skignet eo bet etre an 22 a viz Gwengolo 2014 hag ar 5 a viz Mae 2015 war ABC er Stadoù-Unanet. Bet eo bet skignet e Frañs etre ar 25 a viz Ebrel 2015 hag ar 16 a viz Mezheven 2015 war TF1.


An Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An Dr. Henry Morgan (Ioan Gruffudd) a zo ur mezeg-lezenn e Kêr New York hag a studi ar c'helanoù evit diskoulmañ aferioù muntroù met ivez evit kavout un diskoulm d'e saviad : divarvel eo. Ur mallozh hervezañ. Abaoe e varv kentañ 200 vloaz zo pa oa mezeg war war ul lestr a genwerzh tric'horn o klask dieubiñ sklaved, e steuz diouzhtu bep tro ma varv. Distreiñ a ra Henry d'ar vuhez, noazh rann, en tostañ takad dour, pezh a zegas trubuilh dezhañ ur wech an amzer. Ne gosha ket ken ha paket en deus a-hed e vuhez hir ur skiant prenet dispar hag ur varregezh dreist da arsellet. Kemm a ra e vuhez pa gej gant al letanant Jo Martinez (Alana de la Garza) eus polis New York (New York Police Department). Souezhet eo al letanant gant e varregezhioù ha goulenn a ra sikour digantañ evit hec'h enklaskoù.

N'eus nemet un den hag oar ez eo Henry divarvel : an hendraour Abe (Judd Hirsch). Advabed oa bet gant Henry hag e wreg, Abigail, aet da Anaon bremañ, goude m'o doe kavet anezhañ en ur C'hamp distruj e-kerzh an eil Brezel Bed.

Harellet e vez Henry gant "Adam",un den divarvel all a lavar bezañ un 2,000 bloaz bennak.

Aktourien[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ioan Gruffudd
  • Ioan Gruffudd : Dr Henry Morgan
  • Judd Hirsch : Abraham « Abe » Morgan
  • Alana de la Garza : letenant Jo Martinez
  • Lorraine Toussaint : letenant Joanna Reece
  • Donnie Keshawarz : letenant Mike Hanson
  • Joel David Moore : Lucas Wahl (skoazeller Henry)
  • MacKenzie Mauzy : Abigail Morgan (yaouank)
  • Janet Zarish : Abigail Morgan (koshoc'h)
  • Dominic Wergeland : Abe (yaouank)
  • Burn Gorman : Adam / Lewis Farber


A-zivout ar stirad[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Urzhiet eo bet ur film-stur d'an [[23 a viz Genver]) 2014, gant ABC ez ofisiel. Savet eo bet gant Matthew Miller.

D'an 8 a viz Mae 2014 e c'hourc'hemenn ABC ar stirad goude bezañ gwelet ar film-stur hag ur c'houlzad klok a 22 rann d'ar 7 a viz Du 2014.

Echuiñ a ra ez ofisiel ar stirad d'ar 7 a viz Mae 2015 peogwir ne rae ket berzh a-walc'h daoust d'an toullad tud bezañ savet enep ar freuzidigezh-se.