Mont d’an endalc’had

Fonetik

Eus Wikipedia

Studi ar sonioù a vez savet gant ar vouezh eo ar fonetik. Disheñvel eo diouzh ar fonologiezh neuze, rak keit ha ma vez studiet gant ar fonologiezh doare mont-en-dro ar sonennoù hervez struktur ur yezh resis, gant ar fonetik e vez studiet perzhioù ar sonennoù sonenn hag an doareoù d'o froduiñ gant ar vouezh. Fonennoù a vez graet eus ar sonennoù yezh studiet gant ar fonetik, disheñvel-mik diouzh ar fonemennoù a vez pledet ar fonologiezh gante.

Gallout a c'heller isrannañ tachennoù-studi resis ar fonetik evel-mañ :

fonetik an distagañ : (saoz. articulatory phonetics) a denn da studi an doare ma vez produet ar sonennoù gant ar genoù, an dent, an teod, h.a. ;

fonetik ar sonioù : (saoz. acoustic phonetics) a denn da studi ar gwagennoù-son a sav diwar sonennoù disheñvel ;

fonetik ar c'hleved : (saoz. auditory phonetics) a denn da studi an doare ma vez merzet ar sonennoù

Peurliesañ e vez treuskrivet sonennoù ar yezhoù hervez al lizherennoù ispisial (Lizherenneg fonetik etrebroadel) bet savet gant KCevread Etrebroadel ar Fonetik, met muic'h-mui e vez kavet istemoù all, dreistholl evit ar c'henwiad, evel an X-SAMPA.

Porched ar yezhoù hag ar skriturioù
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù.