Flegree
Neuz
Flegree
Rann eus | Campanian Archipelago |
---|---|
Stad | Italia |
E tiriad | proviñs Napoli |
War ribl | Mor Tirrenia |
Daveennoù douaroniel | 40°45′0″N 14°1′0″E |
An inizi Flegree (isole Flegree en italianeg) zo peder enezenn e pleg-mor Napoli, Ischia, Procida, Vivara ha Nisida, stag ouzh Meurgêr Napoli, e rannvro Campania, en Italia.
Dont a ra an anv eus an takad douarouriezhel anvet Campi Flegrei.
Capri avat, ha hi er pleg-mor ivez, a vez lakaet en un takad douarouriezhel all.