Mont d’an endalc’had

Film skinwel

Eus Wikipedia
film skinwel
seurt abadenn skinwel
Iskevrennad eusSinema, abadenn skinwel Kemmañ
Diaz embannDirect-to-video Kemmañ
Filmañ ar film skinwel Les Rats de cave, gant Jean-Claude Morin e 1981.

Ur film skinwel, zo ur film savet evit bezañ embannet war ar skinwel, ur rouedad chadennoù, ha n'eo ket evit bezañ skignet en ur sal sinema. Gellout a ra bezañ mammenn d'ur stirad skinwel evel lodenn pilote, evel evit Columbo pe Twin Peaks. A-wechoù e vez implijet ar film skinwel evel taol-arnod da welet daoust hag e vo tu sevel ur stirad skinwel pe get evel evit adsevel Battlestar Galactica e 2004. A-wechoù all e vez implijiet evit klozañ ur stirad skinwel, dreist-holl pa vez nullet anezhi a-raok ma vije echuet en gwirionez an istor.

Orin hag istor

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ne oant ket bet anvet filmoù skinwel, met bez e oa bet un nebeud anezho a-raok ma vefe krouet an termen-se: Talk Faster, Mister da skouer, a voe skignet war WABD (WNYW hiziv-an-deiz) e New York d'an 18 a viz Kerzu 1944, a oa bet produet gant RKO Pictures. Pe e 1957 The Pied Piper of Hamelin, diazezet war ar barzhoneg gant Robert Browning, gant Van Johnson, a oa bet unan eus ar filmoù kentañ "komedienn sonerezh familh" savet evit ar skinwel nemetken. Ar film a oa bet savet e Technicolor, ar c'hentañ wech e oa evit ar skinwel.

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]