Feur-emglev Utrecht (1713)
Neuz
- Arabat droukveskañ gant Unvaniezh Utrecht, e 1579.
Feur-emglev Utrecht (distaget /y.tʁɛɣt/) a zo, e gwirionez, daou feur-emglev sinet en Utrecht en Izelvroioù e 1713, hag a lakaas fin da Brezel Hêrezh Spagn.
- An hini kentañ a voe sinet d'an 11 a viz Ebrel entre Rouantelezh Bro-C'hall ha Rouantelezh Breizh-Veur.
- An eil a voe sinet d'an 13 a viz Gouhere entre Rouantelezh Spagn ha hini Breizh-Veur.
Brezel Hêrezh Spagn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Gwelout ar pennad Brezel Hêrezh Spagn.
Brezel Hêrezh Spagn, etre 1700 ha 1714, a savas goude marv Carlos II, roue Spagn, manet dibennhêr. Goude ar brezel e voe laket ur Bourbon da roue Spagn. Hennezh a oa ur mab-bihan d'ar roue gall Loeiz XIV, hag anvet e voe Felipe V; ha setu ganet tiegezh Bourboned Spagn, bepred o ren er vro hiriv.
Kendalc'h Utrecht
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Digoret e voe Kendalc'h Utrecht d'an 29 a viz Genver 1712.
Danvez ar feur-emglev
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kollet he renk gant Spagn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Spagn an hini a oa koll. Tennet e voe diganti e douaroù e pevar c'horn Europa:
- en Italia, Dugelezh Milano ha Sikilia, roet da Dugelezh Savoia,
- an Izelvroioù spagnol (Belgia hiriv), rouantelezh Naplez ha Sardigna roet da Aostria.
- ouzhpenn-se e kollas Gibraltar ha Minorqua, roet da Vreizh-Veur.