Feur-emglev Frankfurt (1489)

Eus Wikipedia

Feur-emglev Frankfurt a voe sinet d'an 22 a viz Gouere 1489 e Frankfurt am Main etre Masimilian Aostria ha kannaded ar roue gall Charlez VIII. Dre ar feur-emglev-se e asante Charlez VIII lakaat ar peoc'h da ren etre an Impalaer Masimilian hag emsavidi Flandrez hag asantiñ a rae ivez lezel ar c'hêrioù a oa bet aloubet gant ar C'hallaoued e Breizh, gant ma vefe kaset kuit ar soudarded saoz eus he bro gant an Dugez Anna Breizh.