Mont d’an endalc’had

Fernanda Fernández

Eus Wikipedia

Fernanda Fernández (Zújar, Granada, 1755 - ?) zo ul leanez etrerevek, kentañ den anavezet evel-se en Spagn.

Ganet e oa en 1755 e Zújar, ur gêriadenn dindan abati Baza, en eskopti Guadiz. Savet e voe gant tud onest ha kristen. Troet e oa gant ar relijion ha mont a reas da leanez d'an 10 a viz Ebrel 1774, pa oa 18 vloaz. En ul leandi e kêr Granada e oa.

Adal he c'hrennoad e taolas evezh, pa basae pe pa strevie, e tifluke eus he reizh un tamm kig 3 cm hed hag e teue en-dro en e lec'h. E 1787 e kontas kement-se d'he c'hofesour ma voe lakaet e-maez al leandi ha bac'het. Un enklask a voe graet gant an Iliz. Medisined, doueoniourien hag arc'heskob a roas o ali.


Anavezet eo abalamour d'ur medisin kuban, Tomás Romay y Chacón, a embannas hec'h istor en 1813.