Fausto Paolo Sozzini

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Fausto Sozzini

Fausto Paolo Sozzini (Faustus Socinus, Siena, 1539 - Lusławice, 1604) a oa un doueoniour italian hag a zistaole dogma an Drinded.

Levezonet bras e voe gant e eontr Lélio Socino (1529-1562), a savas un doueoniezh a voe diazez kostezenn Sozzini.

E 1580 ez eas da chom da Vologna hag eno e voe e penn un iliz eneptrinded anvet Breudeur Bolonat. E 1586 e timezas da Elizabeth Morsztyn, a c'hanas ur verc'h a-raok mervel bloaz goude.
E 1594 e voe arsailhet gant studierien gatolik.