Fatberg
Neuz
fatberg
Iskevrennad eus | lastez |
---|---|
Anvet diwar | isberg, druzoni |
Lec'h | rouedad skarzhaj |
Abeg pennañ | saponifiadur |
Ur fatberg zo un dolzennad lastez bras-kenañ en ur skarzhaj. Abaoe pell zo eo kudennus ober gant an danvezioù-se, met nevesoc’h eo ar ger fatberg.
Kenaoz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An darn vrasañ eus ur fatberg zo traoù nann-biodic’hradus evel lienennigoù naetaat, ha kavout a reer ivez lard hag eoul[1].
Efedoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gallout a ra ur fatberg stankañ ur rouedad skarzhaj, evel m’eo c’hoarvezet dija e Londrez, New York, Denver, València ha Melbourne[2]. Abalamour da se e c’hell lastez bezañ diskarget en endro hep bezañ tretet.
Danvez ur fatberg a c’hell bezañ adimplijet: diwar ur fatberg kavet e Whitechapel (Londrez) ez eus bet fardet bevdrelosk[3].
Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Wet wipes could face wipe-out in plastic clean-up. BBC (2018).
- ↑ War on fatbergs: Can this 21st Century peril be blitzed?. BBC (Genver 2019).
- ↑ Fatberg! Exhibiting the 'Monster of Whitechapel'. Museum of London (2018).