Fanny Cochrane Smith

Eus Wikipedia
Fanny Cochrane Smith

Fanny Cochrane Smith, (tro 1834 - 1905) a oa un Aborijenez eus Tasmania. An hini gentañ ganet e oa goude diblasamant an henvroidi da Wybalena en Inizi Flinders.

11 bugel he doe. Un dregantad bras eus kumuniezh Aborijened Tasmania a-hiriv a zo he diskennidi. Brudet eo gant he enrolliñ gant kranennoù-koar graet e 1903. Sonenrolladenn nemetañ ar yezh henvroat tasmanian eo. Ur vreutadeg a oa e-keñver mare he marv evit gouzout piv etre hi ha Truganini a oa an aborijen tasmaniat diwezhañ en un doare rik.