Mont d’an endalc’had

Faith no more

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Faith No More)

Faith No More a zo ur strollad rock amerikan arnoderezh dibar, savet e San Francisco e 1982 ha divodet e 1988. Klasket en deus ober gant stiloù sonerezh disheñvel-kenañ e-pad an amzer ma oa bet anezhañ (heavy metal, funk, punk hardcore, rock a-raok, soul, hip-hop, ha jazz,).

Liesseurted o levezonioù, perzhioù ha personnelezh ar sonerien o deus graet eus ar strollad-mañ un dave evit holl ar strolladoù neo-metal amerikan, dre ar fed ma voent e-touez ar re gentañ o veskañ sonerezh hard-rock hag hip-hop. Personnelezh pep soner en deus lakaet diaesterioù da sevel er strollad, ar pezh a skuizhas kalz gitarour etre 1994 ha 1997.

Istor ar strollad

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goude div bladenn rock-groove e oa kemeret lec'h ar c'haner Chuck Moseley gant Mike Patton eus ar strollad Mr. Bungle. Gantañ e krog berzh ar strollad. Ar single « Epic » hag e glip a plantas un tamm brav a reuz abalamour. Tremen a reas alies war MTV en hañvezh 1990, daoust da fulor an emsaverien evit gwirioù al loened (Er c'hlip e weler skeudennoù gorrekaet eus ur pesk o tifretañ er-maez an dour[1],[2]. War-lerc'h emañ stil Faith No More o vont war radikalaat gant kanaouennoù feulsoc'h hag iskisoc'h, met ivez gant adkemeradennoù strolladoù diseurtaj evel c'hommodores pe ar Bee Gees. Divodañ a ra ar strollad e 1997. Mike Patton a zo hiziv an deiz soner ar strollad en deus savet ar raktresoù solo ar muiañ anavezet : Fantômas, Tomahawk, hag all...

Ar single Epic, meskaj a rap hag a metal, kavet er bladenn the real thing a voe unan eus berzhioù pennan ar strollad, hag a skoazellas anezho da vezan anavezet gant muioc'h a dud. " Falling to pieces " a voe eil single ar bladenn. Midlife crisis, "Easy" hag "A small victory" a voe singlioù an eil pladenn, Angel dust e anv. Singlioù an trede bladenn King for a day, fool for a lifetime a voe "Digging the grave", "Evidence" ha "Ricochet". Album of the year a voe ar pevare pladenn, hag an hini washañ hervez tud zo. Singlioù ar bladenn-man a voe ar ganaouennoù "Ashes to ashes", "Last cup of sorrow" ha "Stripsearch".

Daoust ma voe The real thing a reas ar muiañ a verzh ez eo ar bladenn Angel dust a vefe ar bladenn wellañ, hervez ar faned. Ret eo lavarout eo pinvidik-kenañ ar bladenn e mennozhioù. Gallout a reer adkavout warni sonerezhioù disheñvel, evel ar metal, ar rap, ar pop, ha memes ur ganaouenn hag a laka da soñjal en ur ganaouenn crooner !

Izili ar strollad

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Chuck Moseley, kaner war an div bladenn gentañ.
  • Mike Patton, kaner adalek The real thing, ganet d'ar 27 a viz genver 1968 en Eureka, Kalifornia
  • Mike "Puffy" Bordin, tabouliner
  • Jim Martin, gitarour betek Angel dust
  • Roddy Bottum, klaouer ha mouezh
  • Bill Gould, izgitar, ganet d'ar 24 a viz Ebrel 1963 e Los Angeles, Kalifornia
  • Trey Spruance, gitarour war King for a day, fool for a lifetime
  • Dean Menta, gitarour war droiad ar bladenn King for a day, fool for a lifetime
  • Jon Hudson, gitarour war album of the year
  • We care a lot, 1985
  • Introduce yourself, 1987
  • The real thing, 1989
  • Live at the brixton academy (live), 1991
  • Angel dust', 1992
  • King for a day... Fool for a lifetime, 1995
  • Album of the year, 1997
  • Who cares a lot? (best of)

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. "Inventory: 9 Music Videos Featuring Animals In Prominent Roles", A.V. Club, 9 a viz Ebrel 2007 (dastumet d'ar 4 a viz Even 2007
  2. Lowell, Travis, "Faith No More: The Real Thing Review", Toxic Universe, 20 a viz Even 2001 (dastumet d'ar 4 a viz Even 2007