Fa Ngum
Neuz
Fa Ngum a voe krouer ha roue kentañ rouantelezh Lan Xang, m'emañ, well-wazh, Laos hiziv an deiz. Dezrevellet eo istor Fa Ngum en Nithān Khun Bôrom, ul levr lakaet da vezañ skrivet gant ar roue Visun er XVIvet kantved a-benn kontañ istor e dierniezh.
Fa Ngum a vije bet ganet e 1316 e Muang Sua (Luang Prabang bremañ) ha kaset en harlu pa oa bugel da gKambodja[1]. Eno e timezas gant ur verc'h d'ar roue khmer. Hemañ a brestas un arme da Fa Ngum a-benn adc'hounit e rouantelezh, ar pezh a voe graet ha kurunennet Fa Ngum e 1354 e Vientiane.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ En Nithān Khun Bôrom eo kontet e oa bet kaset Fa Ngum en harlu dre ma oa bet ganet gant 33 dant, pezh a oa seblant fall hervez an diouganerien