Mont d’an endalc’had

Fuerzas Armadas Revolucionarias de Colombia

Eus Wikipedia
(Adkaset eus FARC)
Fuerzas Armadas Revolucionarias de Colombia
luskad guerrilla, aozadur sponterezh
Rann eusColombian conflict Kemmañ
Deiziad krouiñ1964 Kemmañ
Anv er yezh a orinFuerzas Armadas Revolucionarias de Colombia – Grupo Narcoterrorista Kemmañ
Anv berrFARC, FARK, РВСК-АН Kemmañ
Anvet da sponter gantStadoù-Unanet, Unaniezh Europa Kemmañ
PrezidantTimoleón Jiménez Kemmañ
StadKolombia Kemmañ
Ideologiezh politikelMarksouriezh-leninouriezh, Bolivarianism Kemmañ
Deiziad kregiñ1964 Kemmañ
Deiziad echuiñ2016 Kemmañ
Deiziad divodañ2016 Kemmañ
IstorChronology of the FARC Kemmañ
Banniel ar FARC-EP

Ar Fuerzas Armadas Revolucionarias de Colombia-Ejército del Pueblo ("Nerzhioù Armet Dispac'hel Kolombia-Arme ar Bobl"), berraet e FARC–EP pe FARC, a reer eus ur strollad marksour-leninour en deus stourmet gant armoù e Kolombia adalek ar bloavezh 1964.
Brudet eo evit bezañ bet implijet kadegoù brezel disheñvel e-leizh ouzhpenn da zoareoù sponterezh. Ar FARC-EP, a oa bet savet e-kerzh ar Brezel yen evel un nerzh labourerien-douar Marksour-leninour, a zifenn ur sell enep-impalaeriel hag a-du gant al labourerien-douar.
Oberiadurioù ar FARC–EP a oa arc'hantaouet dre ar skraperezh mac'hiaded en eskemm ouzh sammadoù arc'hant ; mengleuzioù enep-lezennel ; distoupadoù pe dre an tailh reveulzier war meur a zoare obererezhioù ekonomikel. Da ouzhpennañ e vez an tailh, produerezh ha gwerzh drammoù. An ABU a istimas e voe lazhet 12% eus an holl siviled lazhet e-kerzh ar brezel gant ar re FARC ha brezel-kuzh an Ejército de Liberación Nacional (ELN), ar peurrest, 80%, dre nerzhioù ar gouarnamant hag ar beuzsoudarded.

Nerzh ar FARC–EP a zo unan uhel niver ; e 2007, ar FARC a zisklerie kaout un nerzh milourel a 18 000 soudard paotr ha plac'h ; e 2010, al lu kolombiat a jedas e vije nerzhioù ar FARC gant tro-dro 13 800 ezel, 50 dre gant anezho o vezañ nerzhioù ar brezel-kuzh. E 2011, prezidant Kolombia, Juan Manuel Santos, a zisklerie e oa izeloc'h evit 10 000 ezel e nerzhioù lu ar FARC-EP. E 2013 e oa lakaet war-raok ur c'holl a 26 648 ezel d'ar FARC ha d'an ELN o devoa en em divodet abaoe 2002.

Sell a-vras eus al lec'hioù ma veze kavet obererezhioù ar Farc

E miz C'hwevrer 2008, milionoù a dud e Kolombia a vanifestas a-enep ar FARC. E 2012, ar Fuerzas Armadas Revolucionarias de Colombia a embann ne vo ket mui implijet ar skraperezh mac'hiaded a-benn arc'hantaouiñ o stourm. Dieubiñ a reont an dek soudard ha poliser diwezhañ a chome ganto en toullioù-bac'h evel prizonidi, ne embannont netra siwazh a-ziwar ar c'hantadoù a siviled a vefe bet skrapet ganto. Ouzhpenn-se kenderc'hel a refont da skrapañ soudarded kement ha trevourien.

Banniel ha logo manifestadeg 2008 a-enep ar FARC e meur a yezh

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]