Evo Morales

Eus Wikipedia
Aller à la navigation Aller à la recherche
Evo Morales

Juan Evo Morales Ayma (ganet d’ar 26 a viz Here 1959 en Orinoca, e departamant Oruro) zo ur politikour eus Bolivia ha levier ar strollad Movimiento al Socialismo (Luskad etrezek ar sokialouriezh ; an teskanv MAS a dalvez ivez muioc’h e spagnoleg) ha bet eo e penn al luskad evit gwirioù ar c’hounezerien koka.

Dilennet e voe Evo Morales da brezidant Bolivia, gant 53% eus ar mouezhioù, d’an 18 a viz Kerzu 2005. Dont a reas neuze da vezañ ar c’hentañ prezidant a orin indian. D’ar 6 a viz Kerzu 2009 e voe addilennet da brezidant, gant 63% eus ar mouezhioù. D'an 12 a viz Here 2014 e voe addilennet da brezidant en dro gentañ. Luis Arce, eus e strollad politikel MAS, a voe dilennet prezidant d'e heul e 2020.

E-pad e respet en deus savet a-enep politikerezh ar Stadoù-Unanet e Suamerika.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.