Every Day I Have to Cry (kan)
Neuz
Every Day I Have to Cry zo ur ganaouenn saoznek savet gant Arthur Alexander evit ar c'haner stadunanat Steve Alaimo, hag embannet en albom Every Day I Have to Cry (albom) e 1962.
Goude e voe enrollet gant an oberour e-unan, hag ivez gant Dusty Springfield, The Valentines, Jerry Lee Lewis, Johnny Rivers ha kalz a re all.
E yezhoù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Doareoù brezhonek, gallek, italianek ha portugalek zo bet savet goude.
E galleg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daou stumm gallek zo:
- E 1964, Chaque jour c'est la même chose, kanet gant Claude François, kavet dister pe fall peurvuiañ
- E 1981, Tu peux préparer le Café Noir, savet gant daou zen: Claude Moine, anv-sonaozer ar c'haner gallek Eddy Mitchell, ha dreist-holl Boris Bergman; sed aze un tamm pennoberenn, e-skoaz an doare all, dre ma'z eo ur skrid pinvidik diwar-benn pevar den, unan o kontañ istor skrijus an tri all.
Da selaou
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Kanet gant Steve Alaimo e 1962: [1]
- Kanet gant Jerry Lee Lewis : [2]
- Azasadur gallek Claude Moine ha Boris Bergman : [3]
- Doare gallek kanet gant Eddy Mitchell: [4]