Every Day I Have to Cry (kan)

Eus Wikipedia

Every Day I Have to Cry zo ur ganaouenn saoznek savet gant Arthur Alexander evit ar c'haner stadunanat Steve Alaimo, hag embannet en albom Every Day I Have to Cry (albom) e 1962.

Goude e voe enrollet gant an oberour e-unan, hag ivez gant Dusty Springfield, The Valentines, Jerry Lee Lewis, Johnny Rivers ha kalz a re all.

E yezhoù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Doareoù brezhonek, gallek, italianek ha portugalek zo bet savet goude.

E galleg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Daou stumm gallek zo:

  • E 1964, Chaque jour c'est la même chose, kanet gant Claude François, kavet dister pe fall peurvuiañ
  • E 1981, Tu peux préparer le Café Noir, savet gant daou zen: Claude Moine, anv-sonaozer ar c'haner gallek Eddy Mitchell, ha dreist-holl Boris Bergman; sed aze un tamm pennoberenn, e-skoaz an doare all, dre ma'z eo ur skrid pinvidik diwar-benn pevar den, unan o kontañ istor skrijus an tri all.

Da selaou[kemmañ | kemmañ ar vammenn]