Every Day I Have the Blues

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Every Day I Have the Blues ("Bemdez e vagan soñjoù du") zo ur son blues eus ar re vrudetañ.
Kanet eo bet, hag e vez c'hoazh, gant kalz kanerien ha sonerien e kant doare disheñvel. Koshañ doare anavezet eo hini Pinetop Sparks (1908–1935) hag e vreur Milton, pe Marion. Kentañ ma voe kanet edo e tavarnioù Saint Louis (Missouri)) gant ar Sparks Brothers hag enrollet e voe d'an 28 a viz Gouhere 1935 gant Pinetop ouzh ar piano, ha Henry Townsend ouzh ar gitar.

E 1949 e voe kempennet gant ar soner piano Peter Chatman, anavezetoc'h evel Memphis Slim, hag enrollet evel Nobody Loves Me war tu B ar bladenn Angel Child (Miracle M-145)". "Angel Child" a savas betek an niverenn 6 er Billboard R&B chart ; Nobody Loves Me" ne reas ket berzh, met diwezhatoc'h e teuas da vout ur standard.
Pevar doare zo brudet dreist ar re all ha degouezhet e Top Ten ar Billboard R&B ; div anezho, hini Count Basie & Joe Williams, ha hini B.B. King, o deus bet pep a briz Grammy Hall of Fame.


Gwirioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Daoust ma oa bet krouet "Every Day I Have the Blues" gant Pinetop Sparks e vez lakaet peurvuiañ war gont Memphis Slim (pe hini John Chatman, e wir anv) ha degaset dezhañ bernioù arc'hant ( "sufficient to buy a Rolls Royce with which to squire himself around Paris", hervez Colin Escott).

Kanerien[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kanet eo bet gant Chuck Berry, Marshall Tucker Band, Elmore James, Fleetwood Mac hag Eric Clapton a-douez tud all.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kanet gant