Europeada

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

An Europeada zo un tournamant mell-droad, aozet evit skipailhoù eus minorelezhioù broadel Europa. Aozet eo gant Unaniezh Kevreadel Kumuniezhoù Etnek Europa (Föderalistische Union Europäischer Volksgruppen (FUEV) en alamaneg), e kenlabour gant kevredigezhioù eus ar vinorelezh ma vez degemeret an tournamant.

Ar wech kentañ ma oa bet aozet a oa e Mezheven 2008, a-raok Kampionad europat ar vell-droad, e kanton Grischun, e Suis, e bro ar romañchegerien. An eil a oa bet e Mezheven 2012, e bro ar Sorabed e Saks. An trede zo bet e Mezheven 2016, e rannvro emren Sutirol en Italia.[1].

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]