Mont d’an endalc’had

Euhemeros

Eus Wikipedia

Euhemeros (en henc'hresianeg : Εὐήμερος, Euhếmeros, latinaet en Euhemerus), ganet war-dro 316 kent J.-K., marvet war-dro -260, a oa ur mitografour gresian eus lez Kassandros, roue Makedonia. Skrivet en deus ur romant beaj boemus, ar Sritur sakr. N'ouzer ket d'ar just e pelec'h e oa ganet. Messina e Sikilia pe Messenia e Peloponnesos eo an daou lec'h gwirheñvelañ, met lod all a soñj dezhe e oa kaoz eus C'hios pe Tegea.

En e romant e kinnig e zamkaniezh, an "evemeregezh". Troet e oa bet e oberenn e latin gant Ennius. Lavaret a ra en e romant e oa an doueed c'hresian harozet pe tud veur doueelaet goude o marv. Danevelliñ a ra ur veaj en dije graet en un enezenn anvet Panc'haia m'en dije gellet sellet ouzh ur golonenn aour ma oa danevellet oberoù, met ivez marv tud zo er memes anv ha doueed Henc'hres. Zeus a vefe bet ur roue madelezhus ha fur, Afrodite ur serc'h da roue Kiprenez a vije bet douelaet gantañ hag Athena ur rouanez douget da vrezeliñ. Sextus Empiricus, pa zanevell komzoù Euhemeros, a ro ur gwel un tamm disheñvel war mennozhioù Euhemeros. Doueelezh an doueed-se, hervezañ, ne zeue ket eus enorioù an divarvelezh roet dezhe gant tud all, mes eus un titl o dije roet dezhe o-unan. Skrivañ a ra Sextus Empiricus en Enep kelennadurezh ar skiantoù :

« Euhemeros, lesanvet dizoue, a lavar ar pezh zo da-heul : pa ne oa ket c'hoazh sevenaet an dud, ar re a oa trec'h war ar re all war dachenn an nerzh pe ar spered, da rediañ an holl d'ober ar pezh a felle dezhe, evit ma toujfe ha ma estlammfe muioc'h an dud oute, a embannas o doa ur galloud dreist da hini an dud ha memes ur galloud doueel, ar pezh a lakaas ar muiañ niver da sellet oute evel doueoù. »

Diwezhatoc'h e voe adkemeret e zamkaniezh gant skrivagnerien gristen da stourm ouzh ar relijion roman.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Évhémérisme, lexique d'histoire et de civilisation romaines, Jean Luc Lamboley (ISBN 2729855475).

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]