Eugenia Sveden
Neuz
Eugenia Sveden (Palez Stockholm 1830-1889 Stockholm ), pe Charlotta Eugenia Augusta Amalia Albertina av Sverige e svedeg, a oa ur briñsez svedat hag ur sonaozourez. Merc'h e oa da Oskar Iañ Sveden, roue Sveden, ha d'e bried Josefina av Leuchtenberg, ur verc'h da Eugène de Beauharnais.
He buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Eugenia a oa gwan ha klañvidik, ha divizet e voe chom hep he dimeziñ. E 1846 e veajas da Brusia gant he breur Charles, en sell da gavout un danvez pried dereat, met ne voe graet kinnig sirius ebet.
Skrivañ a reas ul levr gallek, Les princesses de la Suède, embannet e 1864, troet goude e svedeg.
Un toullad kizelladurioù a reas ivez.
Mignonez e oa d'ar skrivagnerez kantikoù, Lina Sandell.