Euganei

Eus Wikipedia

Ur bobl damvojennek eus Italia e oa an Euganei (eus. Lat. Euganei, Euganeorum; cf. Gr. εὐγενής (eugenēs) 'ganet mat'). E-kichen Verona e oa o bro. Hervez Titus Livius e voent faezet gant ar Veneti ha tud Troia. O ziskennidi a oa o chom war vord ar stêr Adige. Bevañ a raent e 34 c'hêr a voe roet dezho gwirioù ar c'hêrioù roman gant an impalaer Augustus.