Eugène Boudin
| Reizh pe jener | paotr |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Frañs |
| Anv e yezh-vamm an den | Eugène Boudin |
| Anv ganedigezh | Louis Eugène Boudin |
| Anv-bihan | Louis, Eugène |
| Anv-familh | Boudin |
| Deiziad ganedigezh | 12 Gouere 1824 |
| Lec'h ganedigezh | Honfleur |
| Deiziad ar marv | 8 Eost 1898 |
| Lec'h ar marv | Deauville |
| Lec'h douaridigezh | Saint-Vincent Cemetery |
| Yezhoù komzet pe skrivet | galleg |
| Micher | livour |
| Bet studier da | Eugène Isabey |
| Deroù ar prantad labour | 1847 |
| Dibenn ar prantad labour | 1898 |
| Oberenn heverk | Harbor at Lormont, Shore of Trouville, The Port of Bordeaux, The Beach at Trouville, the Empress Eugénie, Washerwomen by the River |
| Teuliad arzour e | Philadelphia Museum of Art Library and Archives, Frick Art Research Library, Smithsonian American Art and Portrait Gallery Library, National Gallery of Art Library |
| Luskad | Impressionism |
| Ezel eus | Société des aquafortistes |
| Tachenn | landscape painting, marine art |
| Levezonet gant | Gustave Courbet, Alexandre Calame |
| Prizioù resevet | Marc'heg al Lejion a Enor |
| Deskrivet en URL | https://artsandculture.google.com/entity/%2Fm%2F03fw00 |
| Statud e wirioù aozer | Ar gwirioù aozer ne dalvezont ket ken |

Eugène Boudin, bet ganet e Honfleur (Calvados) d'an 12 a viz Gouere 1824, hag aet d'an Anaon e Deauville (Calvados) d'an 8 a viz Eost 1898, a oa ul livour gall. Morlivour dibar anezhañ, sellet e vez outañ evel unan eus diaraogerien an impresouriezh.
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Euredet e voe e Genver 1863 da Vari Gedez (Marie-Anne Guédès), ur goueriadez eus Hañveg, en Havr-Nevez. E Pariz e vezent o chom peurliesañ, o vevañ moan, o tilojañ alies. E Miz Gwengolo 1863 e zeas Boudin da Normandi, da dTrouville, e-kichen Courbet a zo e Deauville ha Monet e Honfleur. Peder gwech war ugent ez eas Boudin da Vreizh da livañ taolennoù. Aozet en deus kantadoù anezho, dreist-holl en Arvor, etre 1855 ha 1897.
Gant e bried eo e fellas dezhañ bezañ beziet. An daou emaint en ur bez e maen Kerzanton, e bered Sant-Visant e Montmartre (Pariz). Un delwenn a zo bet savet en enor dezhañ e Honfleur.
E oberenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Skrivañ a reas Notes d'un voyage en Bretagne (1867) evit e vreur Louis, skrivagner en e eurioù vak[1], testenn embannet e 1924 gant Mercure de France.[2] Deskrivañ a reas d'e vreur buhez pemdeziek bro Hañveg, Ar Faou, Rumengol d'ar mare-se. Evit livañ ar sennoù-se eus ar maezhioù e voe awenet gant Jean-François Millet : "Étudier cette belle figure d'homme appuyé sur son bâton, se souvenir de Millet, le berger, mais étudier le beau fond limpide et plein d'air et donner à cela un aspect saisissant"[3]. Sellout ouzh ar gouerien vreton "tonket da labourioù garv ar maezioù, d'ar bara du ha d'an dour, em eus mezh o livañ dildalvezed alaouret-se, kouronkerien Trouville (...) Un druez eo ha poaniet on o livañ al leziregezh." (troidigezh gant H. ar Menn, Al Liamm nv 139.)
Un nebeud oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- «Ar Groazig, gwel a-vras eus Pen-Bron», 1897
- "Sant-Ke-Porzh-Olued", 1874
- "Marc'had war blasenn Ar Faou"
- "An draezenn e Trouville. An impalaerez Eugenia hag he heul", Glasc'ho, dastumad Burrell.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) Notes d'un voyage en Bretagne (1867) gant Eugène Boudin,
- (br) testenn troet gant Herve ar Menn, embannet e-barzh Al Liamm nv 139, p.106.
- (fr) Eugène Boudin et la Bretagne, Denise Delouche, Éditions Palantines, 2006 hag adembannet e 2011, (ISBN 9782356780447)
- (fr) Peintres des Côtes de Bretagne, Léo Kerlo ha Jacqueline Duroc, Chasse-Marée, 2007, (ISBN 9782914208864)
Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Pludermacher 2011, p. 131 ha 234.
- ↑ Mercure de france Notes d'un voyage en Bretagne, embannet gant G. Jean-Aubry, a-zivout kantveder Boudin.
- ↑ Denise Delouche, "Eugène Boudin 1824-1898", p. 74.