Mont d’an endalc’had

Etienne (eskob Treger)

Eus Wikipedia

Etienne a voe eskob Treger eus 1222 da 1240[1].

Arc'hdiagon Landreger e oa pa oa bet anvet da eskob Treger, war-lerc'h Geoffroi Loiz.

Mont a reas div wech d'an harlu. Ar wech kentañ, eus 1227 da 1230, dre ma oa bec'h etre eñ hag Olivier, aotrou ar Roc'h-Derrien ; an eil gwech, eus 1234 da 1235, goude ma oa bet eskumunuget dug Breizh. Aotrou ar Roc'h-Derrien en devoa lakaet sevel un eskob all en e blas, anvet Pierre. Hemañ ne oa ket ket anavezet gant ar re all.

Sinet en doa Etienne an diazez eus kouent an Dominigiz e Montroulez e 1237.

Hamon e zeuas war e lerc'h war gador an eskob.

  1. Pierre Barbier : Le Trégor historique et monumental. Les Presses bretonnes. Saint-Brieuc. 1960; p. 71