Esterka

Eus Wikipedia
Esterka
"Kazimir o tegouezhout e ti e serc'h Esterka", livet gant Władysław Łuszczkiewicz

Esterka a oa ur Bolonadez yuzev, merc'h d'ur c'hemener paour eus Opoczno, anvet Rafael, hag a voe serc'h da roue Pologn, Kazimir III (1310-1370).

Hervez skrivagnerien an amzer e oa un darempred gwirion etre ar roue hag Esterka, hervez an istorourien a vremañ avat ez eus arvar da gaout.

Kentañ meneg anezhi en ur skrid a voe graet gant Jan Dlugosz, nebeutoc'h evit kant vloaz goude marv ar roue.[1] Goude-se e skrivas re all e c'hoarvezas o darempred pa oa dimezet Kazimir da Adelheid von Hessen ha da Krystyna Rokiczanka (peder gwreg en doe ar roue).[1]

Pevar bugel o dije bet: daou baotr, Polka ha Niemira, ha div verc'h, met ar re-se n'ouzer ket o anvioù.[2]

Ur vojenn zo diwar-benn ar c'hastell a oa bet savet gant ar roue e Bochotnica, en hanternoz da g-Krakow, a oa liammet ouzh kastell Wawel dre un hentig dindan zouar [3]. Meur a lec'h a zo bet roet hec'h anv dezho e Pologn, leurgêrioù, straedoù, monumantoù, ha peurvuiañ evez kaoz anezhi hag eus ar roue war un dro. Unan eus al lec'hioù-se eo ar voger a chom eus ur c'hastell kozh savet gant Kasimir en Kalisz ma weler, hervez ur vojenn eus ar c'hornad, tasmant Esterka o tont da noz da c'hortoz he serc'heg. E skridoù zo eo kinniget Esterka evel ar genrouanez a veve gant ar roue e kastell Wawel, goude ma ne oant ket dimezet ha ne voe ket anvet da rouanez. Skrivet eo bet ivez eo Esterka a oa kaoz d'an dreistgwirioù roet d'ar yuzevien e pologn en amzer Casimir.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. 1,0 ha1,1 Byron L. Sherwin, "Sparks amidst the ashes", Oxford University Press US, 1997, pg. 125, [1]
  2. Isaac Landman, The Universal Jewish Encyclopedia, The Universal Jewish Encyclopedia, inc., 1941, pg. 165 [2]
  3. Poland, "Marc E. Heine", Hippocrene/University of Michigan, 1987
  • Byron L. Sherwin, "Sparks amidst the ashes", Oxford University Press US, 1997, pg. 125, [3]

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]