Mont d’an endalc’had

Espern

Eus Wikipedia
Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger Espern er
wikeriadur, ar geriadur frank.

An espern a zo al lodenn eus ar c'horvoder ha n'eo ket bevezet. Dre astenn e c'holo ar c'heal-se kement emzalc'h dispignañ en amzer vremañ a-benn tennañ gounid eus un askorad da zont uheloc'h. Evelato un termenadur ken eeun-se a guzh dizunaniezhoù damkanel evit ar pezh a sell ouzh didermenantoù an espern, e zilerc'hoù war an armerzh hollek hag an doareoù disheñvel d'e vuzuliañ.

An espernerien

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar c'hentañ tra a bleder gantañ evit kompren an espern eo identelezh an espernerien. Un tech boutin a zo da heñvelaat an espernerien ouzh an tiegezhioù. Hogen pa lenner taolennoù ar C'hontouriezh Vroadel (savet gant an EBSSA e Frañs) e verzer penaos n'int ket an espernerien nemeto. An embregerezhioù, ar melestradurezhioù pe c'hoazh ar c'hevredigezhioù a espern kenkoulz all.

An embregerezhioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Espern an embregerezhioù a zo par d'ar spletoù a c'hounezont.

An tiegezhioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Espern an tiegezhioù a zo diaesoc'h da veizout eget hini an embregerezhioù. Da gentañ-penn e vez graet an diforc'h etre espern ha bevezerezh diwar gendivizoù. Ar re-se a c'hell bezañ burutellet, koulz ha forzh peseurt kendiviz. Evit an EBSSA da skouer, prenañ ur c'harr a dalvez seveniñ un ober beveziñ padal e c'heller meizout ar c'harr evel un tu da c'hounez korvoderioù da zont (ur c'harr a c'hell sikour da vont d'hol lec'h labour), ha dre-se e teu ar brenadenn da vezañ un ober espern. E kontrol akuizitañ ul lojeiz a zo meizet evel un ober espern padal e c'hellfe bezañ un ober beveziñ. Ouzhpenn-se, dre ma vez heñvelaet an embregourien hiniennel ouzh tiegezhioù gant ar C'hontouriezh Vroadel e vez meizet o fostadurioù evel oberoù espern.

Stummoù an espern

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An arc'hant espernet a zo implijet dindan stumm :

Didermenantoù an espern

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An tabut diwar-benn kudenn didermenantoù an espern a lak war wel diforc'hioù diazez etre ar sell nevezklasel hag ar sell keynezian diwar-benn an emzalc'hioù armerzhel. Evit an ekonomourien nevezklasel eo didermenet an espern gant ar feur kampi gwerc'hel padal evit an ekonomourien geynezian eo didermenet gant ar c'horvoder nemetken, ar feur kampi o levezoniñ stumm an espern hepken (dindan stumm espern teñzoriatet pe dindan stumm espern arc'hantel).

Ar sell nevezklasel diwar-benn didermenantoù an espern

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Evit an ekonomourien nevezklasel eo didermenet live an espern gant ar feur kampi. E stern an damkaniezh nevezklasel e klask an oberour ekonomikel lakaat e dalvoudegezh en he brasañ. Pa vez ret ober un dibab etre bevezerezh hag espern e sell ouzh ar splet a c'hellfe tennañ eus an espern, da lâret eo e sell ouzh ar feur kampi. P'eo uhel ar feur kampi eo broudet an oberour da espern peogwir e tiogel kement-se ur c'horvoder uhel en dazont. E kontrol eo broudet da veveziñ p'eo izel ar feur kampi, da lâret eo pa ne denn ket kalz a c'hounid eus an espern en dazont. An espern a zeu neuze a-raok ar bevezerezh.

Ar sell keynezian diwar-benn didermenantoù an espern

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar sell keynezian diwar-benn an emzalc'h espern a zo enebet-mik : ar bevezerezh a zeu a-raok an espern. Al live espern n'eo ket didermenet gant ar feur kampi hogen gant live korvoder an oberour. Hemañ a vevez da gentañ hag a ouestl ar peurrest eus e gorvoder d'an espern (al lodenn n'eo ket bet bevezet).

Dilerc'hioù an emzalc'h espern war an armerzh hollek

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An emzalc'h espern a vez gantañ dilerc'hioù war an armerzh meizet en e bezh. Ez wir e c'hell un diouer a espern ober gaou d'ar postañ ha dre-se d'an oberiantiz armerzhel da zont. E kontrol ur reñver a espern a c'hell noazañ ouzh ar goulenn ha dre-se ouzh an oberiantiz armerzhel adarre.

Ar feur espern a zo ar c'heñver etre sammad an espern hag a c'horvoder vak kriz

E Frañs eo koazhet ar feur espern etre 1980 ha 1988, kresket en-dro betek 15% e 1992 ha chomet stabil abaoe[1].

  1. Kontoù ar Vroad e 2006, grafik « Emdroadur ar galloud-prenañ, an dispignoù beveziñ hag espern an tiegezhioù », EBSSA