Ermengarde Anjev (merc'h Foulk Nerra)
Neuz
- Meur a Ermengarde Anjev zo bet.
Ermengarde Anjev, anvet ivez Blanche, a varvas d'an 18 a viz Meurzh 1076, a voe ur briñsez eus tiegezh an Ingelgerianed, ha merc'h da Foulk Nerra, kont Anjev, ha da Hildegard, priñsez a Loren. Muntret e voe en iliz Fleurey-sur-Ouche, e Bourgogn (Côte-d'Or, hiziv)[1].
Dimezioù ha bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dimeziñ a reas div wech.
Kentañ pried e oa Jafrez II Ferreol, kont Gâtinais ha meur a vugel o doe :
- ur verc'h, dimezet war-dro 1050 da Josselin Iañ, baron Courtenay. Marteze e oa Hildegard hec'h anv, met kemmesk a c'hall bezañ gant un hanterc'hoar heñvel anvet.
- Jafrez III ar Barveg (1040 † 1096-7), kont Gâtinais hag Anjev
- Foulk IV, lesanvet Foulk Rekin, (1043 † 1109), kont Anjev
Intañvez e oa pa eas he mamm da birc'hirinañ da Jeruzalem e 1046 ; mervel a reas e-kerzh he beaj.
Addimeziñ a eure da Roperzh Iañ Bourgogn, dug Bourgogn, hag ur verc'h o doe:
- Hildegard, bev en 1080, a zimezas e 1067 da Guy-Geoffroy-Guillaume VIII († 1086), dug Akitania ha Gaskogn, ha kont Poitiers.
He breur Jafrez II Martel a varvas e 1060, hag he mibien dezhi, Jafrez ha Foulk, a voe konted war-lerc'h o eontr.