Mont d’an endalc’had

Erg

Eus Wikipedia
Skeudenn tennet eus an egor eus Erg Issaouane (Dezerzh Sahara), Aljeria.
Skeudenn un erg.

Un erg (diwar an arabeg عِرْق `irq) a zo un dezerzh tevennoù, pe, resisoc'h, un dachenn tevennoù na fiñvont ket. Ne vez ken nemet an traezh a zo war c'horre a vez adstummet dibaouez gant an avel. Ma'z eo bet dibabet ar ger "erg" evit komz en un doare geologel etrevroadel, ez eus gerioù all ivez: er Sahara, an Douareged a implij ar ger "edeyen". Al Libianed a lavar kentoc'h "Ramla"; en Arabia hag en kreiz, e lavar tud ar vro ar ger "nefoud" pe "koum". 20% eus gorread ar Sahara a zo dindan stumm ergoù, kroget o deus d'en em ober e-pad prantad ar pleistosen. An darn vrasañ eus a re-se en em stumm e-barzh plegoù pe doulloù dre em zastum diwar zispennadurioù treuzkaset gant ar ouedoù. Pa vez glav e c'hellont daspugn dour, ar pezh a lak anezho d'ober peurvanoù. E-barzh an ergoù en Aljeria eo "Erg Meur ar C’hornôg", "Erg Meur ar Reter", "Erg Igidi" pe c’hoazh "Erg Chech" ar re vrasañ, hag en Niger eo Erg an Tenere an hini brudetañ.