Mont d’an endalc’had

Erer meur

Eus Wikipedia
Erer meur

Un erer meur


Kudenn ebet (LC)

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Aves
Kerentiad : Accipitridae
Genad : Aquila
Anv skiantel
Aquila chrysaetos
Linnaeus, 1758
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.
Aquila chrysaetos

An erer meur a zo un evn-preizh deiz. Aquila chrysaetos eo e anv skiantel.

Doareoù pennañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Difenn a ra an erer meur un tiriad betek 155 kilometr-karrez. Monogam eo, hag ur c'houblad a c'hell chom asambles e-pad meur a vloaz pe c'hoazh e-pad o buhez. Neizhiañ a reont uhel e krec'hioù, e tornaodoù, pe war savadurioù denel evel peulioù pellgomz. An erered veur a sav neizhioù bras-meurbet ma c'hellont distreiñ dezho e-pad meur a vloaz.Dozviñ a ra ar parezed unan da pevar vi, hag an daou gerent a vaga ar c'houardurioù e-pad 40 da 45 devezh. Alies, unan pe zaou vihan hepken a chom bev evit nijal kuit eus en neizh, war-dro tri miz oad.

Unan eus ar preizherien galloudusañ e bed al laboused eo an erer veur. Un oportunist dreist-holl eo, o chaseal kement loen bihan pe etre a glot gantañ. Tost da 200 spesad bronneged hag evned zo bet embannet e-touesk e breizhoù.

Bevañ a ra al labous en hantervoul norzh[1].

Diouzh an evnoniourien e vez renket an erer meur en urzhiad Falconiformes pe Accipitriformes.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]