Mont d’an endalc’had

Erec'htonios

Eus Wikipedia
Ur pennad Eric'hthonios zo ivez.
Ganedigezh Erec'htonios.
« Atena gant ur baner » (Atena helmwisket o terc'hel ur baner gant an naer Erechthonios), oberenn roman eus mare an Impalaeriezh, war-dro ar Iañ kantved-IIvet kantved, mirdi al Louvre.

Erec'htonios (a zo Ἐρεχθόνιος / Erekhthónios e gregach) a oa pevarvet roue Aten hervez mojennoù kozh Hellaz. Ret eo diwall da zroukveskañ e anv gant hini e vab-bihan Erec'hteüs.

Hervez ar vojenn deuet betek ennomp a-drugarez da Homeros e oa mab da Hefaistos ha d'an Douar, Gaia (« mab an douar ed », en Ilias, II, 548).

Un deiz e klaskas an doue gwallañ e c'hoar Atena : sper a gouezhas war morzhed an doueez, ha hi ha torchañ gant gloan hag a daolas d'an douar. Eus Gaia, an douar, e voe ganet Erechthonios (diwar ἔριον / érion, gloan, ha χθών / khthốn, douar).

Hervez oberourien arall eo ur bugel didad ganet eus an Douar. Bugel hanter-den ha hanter-naer, evel Kekrops e oa.

Dastumet e voe ar bugel gant an doueez Atena ha savet ganti. Gouez da Hyginus e voe lakaet gant an doueez en un arc'h, ha roet da verc'hed Kekrops, gant gourc'hemenn da chom hep he digeriñ. Hag evel-just ne sentas ket ar merc'hed, ha pa zigorjont an arc'h e voent ken spontet o welout ar bugel m'en em daoljont diwar-lein an Akropolis (peadra da souezhiñ pa ouzer e oa ken hiron all o zad).

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Nicole Loraux :
    • Les Enfants d'Athéna. Idées athéniennes sur la citoyenneté et la division des sexes, Seuil, coll. « Points / Essais », Paris, 1990 (ISBN 2020124688),
    • Né de la terre. Mythe et politique à Athènes, Seuil, coll. « La Librairie du XXe siècle », Paris, 1998 (ISBN 2020282402).