Mont d’an endalc’had

Chomlec’h IP

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Ennegañ IP)

Ur chomlec’h IP pe un enneg IP zo un niverenn roet da gement ardivink implijet da gemer perzh en ur rouedad IP (Internet Protocol).

IPv4 (IP doare 4)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur chomlec’h IPv4 a zo ul lodenn a bevar eizhbit a vez diskwelet en notadur degel poentet, da lavaret eo e vez pep eizhbit disrannet an eil diouzh egile gant ur poent. Da skouer : 192.168.22.150. E pep chomlec’h ez eus un niverenn rouedad hag un niverenn ardivink.

Pouez ar bitoù en un eizhbit
bit
8
bit
7
bit
6
bit
5
bit
4
bit
3
bit
2
bit
1
Pouez daouredel 27 26 25 24 23 22 21 20
Pouez dekredel 128 64 32 16 8 4 2 1
  • Diwar an daolenn-se e c'heller kendastum eo pouez an eizhbit 00000000 kement ha 0 er reizhiad dekredel, pa dalvez 11111111 kement ha 128 + 64 + 32 + 16 + 8 + 4 + 2 + 1 = 255.
  • Ar chomlec'h 192.168.22.150 zo (128 + 64).(128 + 32 + 8).(16 + 4 + 2).(128 + 16 + 4 + 2) ; setu penaos e kaver an eizhbit :
bit
8
bit
7
bit
6
bit
5
bit
4
bit
3
bit
2
bit
1
128 64 32 16 8 4 2 1
192 1 1 0 0 0 0 0 0
168 1 0 1 0 1 0 0 0
22 0 0 0 1 0 1 1 0
150 1 0 0 1 0 1 1 0

Pa skrivit ar chomlec'h 192.168.22.150 en ho merdeer ez eo ar pevar eizhbit 11000000.10101000.00010110.10010110 a zo kaset d'ar gwazer.

Bremañ e vez graet gant CIDR (Classless Inter-Domain Routing). Gallout a ra niverenn ar rouedad kemer n’eus forzh pet bit, ha niverenn an ardivink a gemer ar bitoù all.

Evit gouzout pet eizhbitoù a zo niverenn ar rouedad e c’heller implijout ur maskl rouedad. Ma skriver pevar eizhbit en doare binarel, gant un 1 e lec’h bitoù niverenn ar rouedad hag ur 0 e lec’h bitoù niverenn an ardivink, e teu, da skouer : 11111111.00000000.00000000.00000000, pe e doare degel : 127.0.0.0, da lavarout eo, an eizhbit kentañ evit niverenn ar rouedad hag ar peurrest evit niverenn an ardivink.

Gallout a reer ivez skrivañ ur chomlec’h ha niver ar bitoù e niverenn ar rouedad, da skouer: 192.168.0.1/24, da lavarout eo: ar 24 bitoù kentañ (tri eizhbit) a zo evit niverenn ar rouedad hag ar peurrest (un eizhbit) evit niverenn an ardivink.

A-raok ma oa erruet CIDR e oant renket ar chomlec’hioù IP hervez pemp rumm. Diouzh an eizhbit kentañ e c'helled gouzout pet bit a oa e niverenn ar rouedad ha pet e niverenn an ardivink.

Rumm A : eizhbit kentañ etre 1 ha 126, 7 bit evit niverenn ar rouedad (un eizhbit) ha 24 bit evit an ardivink (3 eizhbit). Gallout a ra ur rouedad rumm A kaout 16 milion ardivinkoù ().

Da skouer, 120.3.24.16 a zo ur chomlec’h rumm A, 120 a zo niverenn ar rouedad, 3.24.16 a zo niverenn an ardivink.

Rumm B : eizhbit kentañ etre 128 ha 191, 14 bit evit niverenn ar rouedad (war 2 eizhbit) ha 16 bit evit hini an ardivink (war 2 eizhbit ivez). 65534 ardivink a c'hell bezañ en ur rouedad rumm B ().

Da skouer, 142.132.57.14 a zo ur chomlec’h rumm B, 142.132 a zo niverenn ar rouedad, 57.14 a zo hini an ardivink.

Rumm C : eizhbit kentañ etre 192 ha 223, 21 eizhbit evit niverenn ar rouedad (war 3 eizhbit), 8 eizhbit evit an ardivink (war un eizhbit nemetken). 254 ardivink a c'heller ennegañ war ur rouedad rumm C.

Da skouer, 192.168.22.57 a zo ur chomlec’h rumm C, 192.168.22 a zo niverenn ar rouedad, 57 hini an ardivink.

Rumm D : arveret eo ar rumm-se evit lies-skignañ, da lavarout eo, kas kemenadennoù d’an holl urhiataeroù en ur rouedad.

Rumm E : miret eo ar rumm-se evit un implij a zeu.

Chomlec’hioù IPv4 arbennik

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Chomlec’h ur rouedad

Ur chomlec’h IP gant niverenn ardivink 0 a vez arveret da venegiñ ar rouedad a-bezh. Da skouer, 140.210.0.0/16 a veneg ar rouedad 140.210.

Chomlec’h skignañ heñchet (directed broadcast) :

Ur chomlec’h IP gant 1 en holl bitoù an niverenn ardivink a servij da gas kemenadennoù d’an holl ardivinkoù er rouedad. Da skouer, chomlec’h skignañ heñchet ar rouedad 140.210.0.0/16 eo 140.210.255.255/16.

Chomlec’h skignañ harzet (limited broadcast) :

Servijañ a ra chomlec’h 255.255.255.255 (11111111.11111111.11111111.11111111 e binarel) da gas roadennoù da bep ardivink er rouedad lec’hel. Implijet eo, da skouer, gant DHCP evit ma c’hell un ardivink nevez luget goulenn ur chomlec’h IP hep gouzout hini ar servijer DHCP.

Chomlec’h bouklañ (loopback address) :

Chomlec’h 127.0.0.1 an hini eo. Pep tra kaset d’ar chomlec’h-mañ a zo kaset en-dro d’an ardivink, evel-se e c’heller ober gant meziantoù o labourat gant an urzhiataer emeur oc’h implijout.

IPv6 (IP doare 6)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E deroù ar bloavezhioù 1990 eo deuet anat ur gudenn nevez : ne oa ket a-walc’h a chomlec’hioù IPv4. Ur 4 miliard bennak a chomlec’hioù a zo, met mont a rae war gresk an niver a ardivinkoù buan-kenañ ha, gwashoc’h c’hoazh, lodet fall-kenañ e oa bet ar chomlec’hioù, milionoù anezho roet da embregerezhioù, melestradurezhioù, pe skolioù-veur hep ezhomm gwir. Neuze en deus an Internet Engineering Task Force savet un doare nevez eus IP. E 1998 eo bet embannet e stumm kentañ, hag e 2017 eo bet kadarnaet.

Evit bezañ gouest da reiñ ur chomlec’h da bep ardivink er bed, ha pa vefe ar « voulienn gevreet » (miliardoù a ardivinkoù bihan-kenañ), eo bet divizet ober gant chomlec’hioù war 16 eizhbit (128 bit). Neuze ez eus plas evit chomlec’hioù, da lavarout eo, war-dro , pe c’hoazh 340 miliard miliard miliard miliard chomlec’h.

Stumm ur chomlec’h

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gant IPv6 n’eus ket ken a vaskl pe mann ebet all evit gouzout pelec’h emañ niverenn ar rouedad hag hini an ardivink, an holl chomlec’hioù o deus ar memes stumm. Evel-se eo aesoc’h ober ganto, da skouer evit programmiñ ar routaouerioù en un doaere efedus-kenañ.

Pouez ar bitoù en un eizhbit
Rouedad Isrouedad Ardivink
eizhbit 1 2 3 4 5 6 7 8 9 10 11 12 13 14 15 16
6 eizhbit (48 bit) 2 eizhbit (16 bit) 8 eizhbit (64 bit)

Skrivet e vez ur chomlec’h IPv6 e doare c’hwezegel, da lavarout eo, gant 16 « niverenn » : eus 0 da 9 hag eus a da f. Talvezout a ra a 10, b 11, …, f 15. Kemer a ra un niverenn c’hwezegel pevar bit, neuze e vez kodet pep eizhbit gant div anezho. Skrivet e vez an niverennoù e lodennoù a beder dispartied gant daou-bik (:). Da skouer : 2604:1380:40b0:1a00:0000:0000:0000:0001.

Pa vez 0 niverennoù kentañ ul lodenn e c’heller lemel anezho. Dont a ra ar chomlec’h roet a-üs da : 2604:1380:40b0:1a00::::1.

Pa vez meur a lodenn goullo e c’heller lemel anezho ivez, ur wech hepken, ha lakaat :: en o lec’h. Da skouer : 2604:1380:40b0:1a00::1.

Evit farsal eo bet dibabet gant tud Facebook, en o isrouedad 2a03:2880:f11f:83, ober gant chomlec’hioù face:b00c o fevar eizhbit uhelañ, da skouer : 2a03:2880:f11f:83:face:b00c:0:2[1].

Chomlec’hioù IPv6 arbennik

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • ::1 eo ar chomlec’h bouclañ.
  • :: eo ur chomlec’h unresisaet (da lavarout eo, implijet e vez evit un « toull » a vo ret lakaat ur chomlec’h gwir en e lec’h pa vo unan)
  • Miret eo lodennoù all a chomlec’hioù evit protokoloù zo, peurliesañ evit aesaat an tremenadur etre IPv4 hag IPv6.