Enez Tiburón
Neuz
Ur pennad Tiburón zo ivez.
Enez Tiburón (pe Isla Tiburón pe Isla del Tiburón[1] e spagnoleg, pe Tahéjöc (/taˡʔɛxʷk/ e serieg)[2] zo un enezenn e Mor Cortés, tost da aod Sonora, e Mec'hiko. Gant 1208 km² eo brasañ enezenn ar vro. Stag eo ouzh kumun Hermosillo,
N'eus etre an douar-bras hag hi nemet ur ganol strizh a 3 km anvet Estrecho del Infiernillo.
Didud eo an enez war-bouez un ti d'an arme, er reter anezhi. Meret eo gant ar bobl seri hag ar gouarnamant kevredadel dorn-ha-dorn.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Gotosonora.com Link
- Map of Sonora www.e-local.gob.mx