Enez Ellesmere
Neuz
Enez Ellesmere (Ellesmere Island e saozneg, Umingmak Nuna en inuktitut) zo un enezenn e Meurvor Arktika, e hanternoz Kanada, tost da C'hreunland.
Trede enezenn vrasañ Kanada eo enez Ellesmere, hag an dekvet enezenn vrasañ er bed, gant ur gorread a 196 235 km². Emañ en Enezeg ar Rouanez Elizabeth. E 2006 e oa poblet gant 146 den.
E-keñver melestradurezh emañ Ellesmere e tiriad Nunavut. Ur park natur, Park Broadel Quttinirpaaq, en em astenn war ul lodenn vras eus an enezenn.