Metanaat

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Energiezh ar gaz teil)

Un doare da vont naturel ha biologel dre zispenn an danvez organik en un ezvezañs oksijen eo ar metanaat (pe koazhadur anaervevad).

Bevc'haz a en em grou dre ar brosez-se (metan ha CO2 dreist holl). Anvet eo an argerzh-mañ ar gaozhadur aervev. Kavet 'vez ar c'hoarvoud se dre natur e gwernioù ha korfou loened/tud 'zo.

Prosez biologel ar metanaat[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dre labour mikroboù kavet dre natur en danvezioù organik e en em grou ar bevc'haz. Ezhom o deus ar mikroboù-se eus un ergelc'h ispisial evit bevañ. An ergelc'h pennañ a zo Anvet mezofil da laret eo e vev ar mikrobou d'un tommder eus 37 °C keñver-ha-keñver d'an eil erglec'h (termofil) e lerc'h ma vev mikroboù diheñvel da 55 °C. Difoc'het e vez 3 prentad er grouidigezh gaz teil :

  • An hydrolyse hag an acidogénèse
  • An acétogenèse
  • Ar méthanogenèse
-> CO2 + 4 H2 → CH4 + 2 H2O
-> CH3COOH → CH4 + CO2

Estreget an tommder ez eus evit ma c'helfe bevañ ar mikroboù. Ezhomm 'zo kaout un pH hag a vefe etre 6,5 ha 7,2, da laret eo un endro neutr.

Unvez metanaat en un ti feurm (Alamagn)

Doareoù unvez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Uzin metanaat industriel : Tel-Aviv (Israel)

Div doare kreizennoù metanaat a bouez a vez diforc'hied. An diforc'hioù brasañ etre an div rummad 'zo :

  • Orin an danvezioù krai a zo disheñvel d'ar peur liesañ
  • Al lezennoù e keñver an tiekaaterezh (doare da vont...)

Ar gentañ rummad a vez kavet en ti feurm (Hinienel pe a stroll). E Bro-c'hall hag e Breizh e vezont niverusoc'h niverusañ. Gortoz a ra stad Bro C'hall 1000 kreizenn e 2020.

Krouet 'vez gant ar greizennoù-se litradoù à litradoù bevc'haz a servij d'ar peur liesañ da bouetañ ur c'heflusker.

Gant ar c'heflusker-se e vez graet tredan en ur lakaat ur gas-digas da dreiñ hag aezhenn pe dour tomm en ur implij energiezh termik ar moget diwar devadur ar c'heflusker.

E Bro-C'hall hag e Breizh e vez implijet danvezioù evel foer ar saout, ar yer, ... evit ar brasañ lodenn (<60 % evit ma vefe prenet an tredan ker a walc'h). Peurest an danvezioù a c'hell bezañ restoù edajoù pe geot touzhet, ...

E kontrol Bro-Alamagn (bet ar c'hentañ hini o tirroaň an teknik) e vez implijet foer da gentañ tout er greizennoù.

En eil rummad e vez implijet da gentañ tout lastezioù. Brasoc'h eo ar savadurioù e-keñver reou an ti-feurmoù. Uzinoù indusriel emaint. Meur a teknik krouidigezh bevc'haz hag energiezh disheñvel 'zo.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]