Emsavadeg Mokrani

Eus Wikipedia
Setu ur pennad diechu hag a denn d'an istor. Gallout a rit reiñ un tamm skoazell, ha kreskiñ ar pennad : krogit e-barzh !


Emsavadeg Mokrani zo un emsavadeg a c'hoarvezas d'ar 16 a viz Meurzh 1871 en Aljeria, hag an hini bouezusañ a-enep an drevadennerien c'hall abaoe aloubadeg c'hall 1830. Kaset e oa gant ar cheikh Mohand Amokrane (Mohamed Mokrani) hag ar cheikh Mohand Ameziane Ahaddad cheikh Ahaddad, penn kenvreuriezh ar Rahmaniya.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En 1870 e oa ur C'habil a renk uhel, Mohand Amokrane, lesanvet Cheikh El Mokrani, a voe izelaet e renk, ha lakaet da v-bachagha dre an abeg m'en devoa roet harp da emsavadeg ar Cheikh Bouaquaz, ur mignon d'e dad, en 1864-1865.

  • Mohand Amokrane, o welout ar verrentez war ar maez a amprestas arc'hant da skoazellañ an dud. A-benn ar fin e rankas arouestlañ madoù evit paeañ e gredourien.