Emirelezh Valencia

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Taifa València

Emirelezh Valencia pe taifa Valencia (pe taifa de Balansiya) a oa un taifa, pe rouantelezh vuzulman, krouet en-dro da València e dibenn marevezh Kalifiezh Córdoba en 1010. Padout a reas betek 1238, pa voe aloubet gant Jaime Iañ a grouas neuze Rouantelezh Valencia.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

El Cid[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E dibenn an XIvet kantved e voe savet ur rouantelezh kristen berbad en taifa gant ar brezelour kristen El Cid. En 1094, eo e kemeras Rodrigo Díaz de Vivar, el Cid, kêr Valencia ma savas enni e rouantelezh, a oa graet, en ofisiel, en anv roue Kastilha. Ne badas ket pell avat, rak e Gouhere 1099 e varvas El Cid. E bried Ximena a stourmas ouzh an almoravided gant skoazell he mab-kaer Ramon Berenguer III, kont Barcelona.