Mont d’an endalc’had

Emglev frankeskemm Norzh Amerika

Eus Wikipedia
Emglev frankeskemm Norzh Amerika
bloc'had eskemm, emglev frankeskemm
Deiziad krouiñ1 Genver 1994 Kemmañ
Anv berrNAFTA, TLC, ALENA, НАФТА Kemmañ
Yezh ofisielgalleg, saozneg, spagnoleg Kemmañ
A dalv evit tiriadKanada, Stadoù-Unanet, Mec'hiko Kemmañ
Sez sokialOttawa Kemmañ
Raklec'hiet gantCanada–United States Free Trade Agreement Kemmañ
Heuliet gantUnited States–Mexico–Canada Agreement Kemmañ
Bet erlec'hiet gantUnited States–Mexico–Canada Agreement Kemmañ
Erlec'hiañ a raCanada–United States Free Trade Agreement Kemmañ
SignatoryBrian Mulroney, Carlos Salinas de Gortari, George H. W. Bush Kemmañ
Dezverket dretrilateralism Kemmañ
Logo an NAFTA

North American Free Trade Agreement berraet e NAFTA, e brezhoneg Emglev frankeskemm Norzh Amerika berraet e EFENA[1], a vez graet eus ur feur-emglev ekonomikel etre Stadoù-Unanet Amerika, Mec'hiko ha Kanada o krouiñ ur bloc'had etre tiriadoù an teir bro evit kaout eskemmoù ekonomikel aesaet. Ar feur-emglev a voe enaouet d'ar 1añ a viz Genver 1994.

Kemer a reas plas ar Canada–United States Free Trade Agreement, ur feur-emglev ekonomikel etre SUA ha Kanada (7 a viz Here 1987). Ouzhpennadurioù a zo bet d'an NAFTA: an North American Agreement on Environmental Cooperation (NAAEC) hag an North American Agreement on Labor Cooperation (NAALC).

8 a viz Kerzu 1993, Bill Clinton o reiñ meul da sinadeg an NAFTA

Emsavadeg Zapatistat evel respont d'an NAFTA e Chiapas

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An EZLN en devoa bet disklêriet brezel d'ar stad meksikan d'ar 1añ a viz Genver 1994, devezh enaouadenn an EFENA er Mec'hiko. Ar pal a oa difenn ar mennad 27 e bonreizh Mec'hiko o tifenn da werzhañ pe broadelaat douaroù ar gumuniezhoù indian dre ar vro hag a voe roet lamm dezhañ dre an NAFTA.

Kudennoù endro

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hervez ar Sierra Club, an NAFTA en ur reiñ lusk da eskemmoù bras dreist-holl da geñver an ezhporzhiadurioù madoù al labour-douar savet a-ratozh evit-se a roio un implij uheloc'h a zanvezioù diazez (eoul-maen...) kement ha produioù kimiek hag an ODG. An NAFTA en deus degaset saotradur ouzhpenn, evel e Mec'hiko gant meingleuzioù saotrus.

Daveoù ha notennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. spagnoleg: Tratado de Libre Comercio de América del Norte, TLCAN ha galleg: Accord de libre-échange nord-américain, ALÉNA

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.