Emgann an Termopiloù (279 kent JK)
Emgann an Termopiloù a c'hoarvezas e 279 kent JK en Termopiloù, etre Kelted ha Gresianed eus Etolia, Boiotia, Fokia hag Aten. Trec'h e voe ar Gelted, anezho Volked, renet gant ar penngadour Brennos, war an arme c'hresian. Goude-se e kerzhas an drec'herien war-du Delfi, a voe preizhataet gante, hag aleshont da Azia Vihanañ, ma voe krouet Galatia gante.
Goudevezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Trec'het e voe Brennos e Delfi ha gloazet. En em dennañ a reas e arme, ha mervel a reas diwar e c'houlioù. Taolet e voe an armead kelt er stêr Sperc'heios gant brezelourien Thessalia ha Malia.
Dindan ar penngadour Comontoris (a oa bet unan eus letananted Brennus) e tiazezas un darn eus arme ar Gelted e Trakia, ma voe savet gante ur stad nevez, hini Tylis[1].
Galatia
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Un darn all, dispartiet eus arme Brennus abaoe -281, a voe degaset da Azia Vihanañ gant Nikomedes Iañ Bithynia evit diskar e vreur ha kemer kurunenn Bithynia. Goude e tiazezjont e Galatia. Trec'het e voent goude gant Antiochus Iañ, ha repu a gavjont en uheldirioù Anatolia[2]. Ar re-se eo a voe anvet Galated .
Notennoù ha daveennnoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Celtic Settlement in North-Western Thrace during the Late Fourth and Third Centuries BC (PDF). Nikola Theodossiev. caorc.org. Kavet : 2008-09-21.
- ↑ Cunliffe, Barry. The Ancient Celts. 83 p.