Mont d’an endalc’had

Emgann Thapsus

Eus Wikipedia
Emgann Thapsus

Brastres emgann Thapsus
gant Andrea Palladio, 1619
Maread 6 a viz C'hwevrer 46 kent JK
Lec'h e-tal Thapsus, Afrika roman
Disoc'h trec'h Caesar
Emgannerien
optimates - republikaned virourpopulares - kostezenn Julius Caesar
Pennoù-brezel
Metellus Scipio
Juba Iañ a Numidia
(Cato Utika†)
Julius Caesar
Niver a emgannerien
-dianav-
10 lejion da nebeutañ
2 500 marc'heg numidian
60 olifant
-dianav-
10 lejion da nebeutañ
Kolloù
30 000 den marv1 000 den marv

Emgann Thapsus a c'hoarvezas d'ar 6 a viz C'hwevrer 46 kent JK, e-pad brezel-diabarzh Roma etre an optimates hag ar populares, e-tal Thapsus en Afrika (Ras Dimas hiziv an deiz, e Tunizia). Arme an tu mirour (an optimates), renet gant Metellus Scipio, hag e gevredad Juba Iañ a Numidia, a vrezelias ouzh nerzhioù Julius Caesar. Trec'h e voe lu Caesar war ar republikaned virour. A-drugarez d'an trec'h-mañ e tostaas c'hoazh Caesar ouzh ar galloud diharz.

War-lerc'h an emgann e kendalc'has Caesar gant e hent war-zu Utica e-lec'h m'en em zistrujas unan eus e enebourien ziwezhañ, Cato ar Yaouankañ, o klevet keloù eus faezhidigezh e vignoned, hag eus marv Metellus Scipio en emgann.