Emgann Plataia
Emgann bras diwezhañ ar Brezelioù medek eo Emgann Plataia (henc'hresianeg Μάχη τῶν Πλαταιῶν, Machē tōn Plataiōn). C'hoarvezout a reas e 479 kent J.-K. e-kichen keoded Plataia e Boiotia etre arme ur c'hevredad keodedoù eus Henc'hres, en o zouez Sparta, Aten, Korinthos ha Megara, hag arme Impalaeriezh Persia a oa renet gant Kserses Iañ.
Er bloavezh a-raok e oa bet trec'h arme Persia, renet gant ar roue e-unan, en emgannoù an Termopiloù hag en Artemision, hag aloubet ganti Thessalia, Boiotia hag Attika da-heul. Koulskoude e oa bet trec'h listri ar C'hresianed d'o zro en Emgann Salamin, en un doare dic'hortoz, ar pezh en doa miret ouzh ar Bersed da aloubiñ ar Peloponnesos. Kserses a oa en em dennet gant al lodenn vrasañ eus e arme ha lezet en doa ar jeneral Mardonios da echuiñ aloubadeg Bro-C'hres.
En hañv -479 o doa dastumet ar C'hresianed un arme vras (hervez ar pezh a veze graet d'ar mare-se) ha bale a rejont trema an norzh. Kilañ a reas ar Bersed e Boiotia ha sevel ur c'hreñvlec'h e-kichen Plataia. Nac'hañ a reas ar C'hresianed koulskoude mont war-raok en un dachenn ma c'halle ar Bersed tennañ splet eus o marc'hegerezh en un doare re aes. Chom a reas pep hini en e lec'h e-pad unnek devezh. Dre ma veze taget o linennoù pourveziñ gant ar Bersed, ar C'hresianed a gilas etrezek ul lec'h gwelloc'h gant dizurzh a-walc'h. Evel ma soñje dezhañ e oa ar C'hresianed a-greiz mont kuit e roas Mardonios an urzh d'e soudarded da vont war o lerc'h met ar C'hresianed (Spartiaiz, Tegeaiz hag Ateniz dreist-holl) en em gannas en o enep ha lazhet e voe Mardonios. Lazhet e voe ivez ul lodenn vras eus arme ar Bersed a oa bac'het en o c'hamp. Distruj an arme-se hag hini an nemorant eus morlu an impalaeriezh en emgann Mykale a lakaas an aloubadeg da baouez. Ha pa vefe un trec'h bras, emgann Plataia n'en deus ket bet ar memes brud (memes d'ar mare-se) hag Emgann Marathon pe memes ha koll an Termopiloù.