Emgann Philippoi
Neuz
Emgann Philippoi | |||||||
---|---|---|---|---|---|---|---|
Lec'hiadur Philippoi, e-lec'h ma voe trec'h Octavius ha Marcus Antonius war ar republikaned, war kartenn Gres | |||||||
| |||||||
Emgannerien | |||||||
republikaned | triumvired | ||||||
Pennoù-brezel | |||||||
* Brutus * Cassius | * Antonius * Octavius | ||||||
Niver a emgannerien | |||||||
* 18 lejion (80 000 den) * 20 000 marc'heg | * 20 lejion (100 000 den) * 13 000 marc'heg | ||||||
Kolloù | |||||||
ouzhpenn 8 000 den marv (emgann kentañ) | ouzhpenn 16 000 den marv (emgann kentañ) |
Emgann Philippoi (miz Gwengolo – miz Here 42 kent JK) a zo anv daou emgann, an eil war-lerc'h egile, e plaenenn Philippoi e reter Makedonia, ma edo an daou driumvir Octavius ha Marcus Antonius o vrezeliañ ouzh ar republikaned Brutus ha Cassius. Trec'h e voe an driumvirien war ar republikaned. Gant ar faezhidigezh-se e voe echu d'ar Republik roman.