Emgann Pelekanon
Neuz
| Emgann Pelekanon | |||||||
|---|---|---|---|---|---|---|---|
| Tamm eus Brezel etre an Impalaeriezh Bizantion hag an Otomaned | |||||||
| |||||||
| Emgannerien | |||||||
| Pennoù-brezel | |||||||
| Andronikos III Palaiologos Yann Cantacuzene | Orhan I | ||||||
| Niver a emgannerien | |||||||
| 4000 pe nebeutoc'h | 8000 | ||||||
| Kolloù | |||||||
| Dianav | Dianav | ||||||
Emgann Pelekanon pe emgann Pelecanum a voe un emgann etre an 10 hag 11 a viz Even 1329. An nerzhioù a gemere perzh ennañ a oa soudarded Impalaeriezh Bizantion, en un tu, gant an Impalaer Andronikos III Palaiologos en o fenn, hag en tu all ul lu otoman renet gant Orhan Iañ. Lu Impalaeriezh roman ar Reter a voe trec'het gant un niver uheloc'h a enebourien ha gant kadoniezh vrezel an Otomaned.
Ar c'hêrioù aloubet gant al lu otoman en Anatolia ne c'hellent ket mui kontañ war harp ar peurrest eus Impalaeriezh ar Reter. Goustadik e kouezhjont holl etre daouarn an Otomaned. Kentañ emgann Orhan Iañ a oa bet un trec'h war un impalaeriezh gwanaet ha dic'houest da zerc'hel he zachenn en Azia.
