Emgann Mosoul (1107)

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Emgann Mosul (1107))
Ur bajenn Emgann Mosoul zo ivez.
Emgann Mosoul (1107)
Maread 13 a viz Gouhere 1107
Lec'h Mosoul
Stêr Khabur
Disoc'h trec'h peurglok Mehmed I
Emgannerien
Sultan Kilij ArslanSultan Mehmed I
Pennoù-brezel
Sultan Kilij ArslanSultan Mohmmed I
Fakhr al-Mulk Radwan
Niver a emgannerien
sifr diasur: 5000, Lu ar Sultan Kilij Arslan, poblañs Mosoulsifr diasur: 4000, Lu Mohmmed I
Artukided (lu skoazell)
lu Fakhr al-Mulk Radwan
Kolloù
DianavDianav

Emgann Mosoul 1107 a oa bet un emgann etre ar Sultan Kilij Arslan a-enep lu Muhammad Iañ, skoazellet gant Fakhr al-Mulk Radwan penn seldjouk Aleppo hag ul lu harp Artukided. Dianav a-walc'h eo an emgann a-fed munudoù.

D'an 22 a viz Meurzh 1107, Kilij Arslan a zeu da vezañ mestr war kêr Mōsoul goude bezañ bet galvet da sikour gant poblañs ar gêr. Ur wech mestr eno e teue da vezañ Sultan. Nerzhioù lies a voe kaset da adkemer ar gêrlu Muhammad Iañ, skoazellet gant Fakhr al-Mulk Radwan penn seldjouk Aleppo hag ul lu harp Artukided[1].

Ur sez a voe tro-dro d'ar gêr etre Meurzh 1107 hag an 19 a viz Mae 1107 ar gêr a voe aloubet, ur gwir d'al laeroñsi a voe roet d'an alouberien betek kreisteiz.

Ar gwir emgann a voe nepell diouzh ar stêr Khabur d'an 13 a viz Gouhere 1107. Ar Sultan Muhammad Iañ a dalas ar buanañ ar gwellañ ouzh ar Sultan Kilij Arslan a-raok ma voe erruet e holl lu. Kilij Arslan tapet a glaskas trec'hiñ dre un argadenn-veur eus e holl nerzhioù war al lu enebour. Dont a refont a-benn da vont betek tizhout gwarded Muhammad Iañ hag Arslan a gloazas memes anezhañ met un taol-kleze en dour e voe. Trec'het e voe ar Sultan Kilij Arslan hag e lu ha rediet da derc'hout. E-unan e-kreiz ar stêr Khabur, tennañ a ra bir-war-bir war soudarded Muhammad Iañ. E varc'h a gouezho en un toull-dour o kas anezhañ d'ar strad ha beuzet e voe.

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]