Emgann Kergustentin (378)
Neuz
Emgann Kergustentin a voe un dagadenn gant ul lu Goted war Kergustentin e 378 goude an trec'h gant ar re-se en emgann Hadrianopolis lec'h ma oa bet riñset lu Romaned ar reter. Intañvez an impalaer Valens a oa karget eus an difennoù. Deuet e oa hi a-benn da gaout harp bagadoù soudarded Arab kontet da vezañ kadourien ampart en emgannoù.
Un nebeud mammennoù istorel a gont e oa bet sebezet ar C'hoted o welet ur soudard arab o tont e-maez ar gêr e-unan, ha noazh, hag eñ da lammat war lu ar C'hoted en ur evañ gwad adal gouzoug ar re lazhet gantañ. Hervez mammennoù all e oa bet saouzanet ar C'hoted o welet e oant kalz nebeutoc'h evit o enebourien.
A-benn ar fin ar C'hoted a oa kilet betek Thracia, Illyrium ha Dacia hep dont-tre Kergustentin.