Emgann Kırkkilise
Neuz
Emgann Kırkkilise
Rann eus | kentañ brezel Balkan |
---|---|
Daveennoù douaroniel | 41°44′5″N 27°13′31″E |
Deiziad | 24 Her 1912 |
Perzhiad | Impalaeriezh otoman, Rouantelezh Bulgaria |
Emgann Kırkkilise (pe emgann Kırklareli, emgann Lozengrad) a c'hoarvezas d'ar 24 a viz Here 1912 e-pad ar c'hentañ brezel balkanek e-tal kêr Kırklareli, hiriv en Turki, etre arme Bulgaria ha hini an Impalaeriezh otoman.
Trec'h e voe ar Vulgared ha kregiñ a rejont en nebeud kirri-nij otoman ha ne oant ket bet tennet eus o c'hasedoù.
Goude an emgann-se ec'h embannas Alexandre Millerand, ministr gall ar brezel, e oa an arme vulgar an hini a oa gwellañ arme Europa, hag e kave gwell kaout skoazell digant kant mil Bulgar eget ne vern pe arme europat.
Goude an emgann
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]887 soudard bulgar a voe lazhet ha 4 034 all gloazet en emgann. 1 500 soudard a voe gloazet pe lazhet e-touez an arme otoman, hag entre 2 000 ha 3 000 prizoniad a voe graet anezho.