Mont d’an endalc’had

Elsbeth Stagel

Eus Wikipedia
Kloster Elsbeth Stagel taolennet el levr kopienn Buhez leanezed Töss

Elisabeth pe Elsbeth Stagel, bet ganet war-dro 1300 hag aet da Anaon war-dro 1360 e Töss a oa ul leanez suis dominikan ha priolez kouent Töss (e Winterthur hiriv).

Ganet oa bet en ur familh nobl eus Zürich.

Keneilez e oa da Heinrich Seuse hag eskemmet he deus gantañ ur bern lizhiri. Gwelet a rae Seuse anezhi evel e "verc'h speredel".

Ne ouie ket Seuse e vire Elsbeth Stagel e lizhiri hag e lakae dre skrid ar pezh a lavare dezhi n'eo ket a-zivout teologiezh hepken met diwar-benn doareoù kalet d'ober pinijenn. Reiñ a reas dezhañ he skridoù pa zeuas da c'houzout e oa anezho ha kregiñ a reas Seuse da zeviñ anezho en ur virout ul lod nemetken.

Ne ouzer ket hag-eñ he deus hi skrivet al levr bet embannet a-zivout buhez 39 leanez eus kouent Töss met chom a ra he buhez ur skouer eus ar gevrinegezh penedour e-touez leaned ha leanezed ar grennamzer.