Elias Lönnrot
Elias Lönnrot (9 a viz Ebrel 1802, Sammatti – 19 a viz Meurzh 1884, Sammatti) zo ur gwerinoniour eus Finland a oa mezeg, ha brudet evel aozer ar c'h-Kalevala.
Mab d’ur c’here paour e oa Lönnrot. Bihan e oa pa voe distaget Finland diouzh Sveden ha staget ouzh Impalaeriezh Rusia. Gouzout a ouie ar paotr finneg ha svedeg hag un tamm latin ivez. Mont a reas war e studi e 1822 e Turku. En 1828 e voe distrujet skol-veur Turku gant un tan-gwall. Neuze e stagas Lönnrot gant e zastumadeg kentañ e-touez an dud, e-kreiz ar vro ha betek e Karelia. Ur wech deuet en-dro da Helsinki ez embannas e levrennoù kentañ, enno barzhonegoù pobl finnek (Kantele, 1831). Kanaouennoù a bep seurt a oa en dastumadenn-se. Labourat a rae Lönnrot evel Kervarker, da lavarout eo ne embanne ket ar c’hanaouennoù evel m’en doa o dastumet, met goude keñveriañ an adstummoù en doa klevet evit pep hini ha mirout ar gwerzennoù a gave dibar.
E 1832 e teuas Lönnrot da vezañ medisin ha kregiñ a reas da labourat e Kajaani, e hanternoz ar vro. Ar mezeg nemetañ e oa er c’horn-bro annezet gant 4 000 den. Alese e rae beajoù da zastum barzhonegoù e Karelia hag e lodennoù all eus Finland. Kavout a rae da Lönnrot e oa eus ar pezhioù a zastume tammoù a-strew eus ur meurgan a oa bet bruzunet a-hed ar c’hantvedoù. En em lakaat a reas da skrivañ barzhoniezh pobl eta. Dont a reas e oberenn er-maez d’an 28 a viz C'hwevrer 1835, dindan an titl Kalevala, a dalveze, hervezañ, Douar ar C’houroned. Un eil embannadur a zeuas er-maez, kresket, e 1849. Oberennoù all a embannas ivez (barzhonegoù c’hoazh, met ivez krennlavarioù, divinadelloù…). Ur geriadur finneg-svedeg a savas ivez, e 1874, diwar danvez dastumet gantañ e-pad e veajoù a-hed hag a-dreuz ar vro.
Sellout a reer outañ evel eil tad ar finneg skrivet, goude Mikael Agricola. Ouzhpenn dastumer barzhonegoù pobl eo brudet evel aozer geriadurioù finneg ha krouer gerioù nevez. Tud all en em lakaas da gas dezhañ kanennoù dastumet ganto. E 1831 e voe krouet Kevredigezh al lennegezh finnek (Suomalaisen Kirjallisuuden Serua), a voe Lönnrot ar sekretour kentañ anezhi.
Hogen ul louzawour barrek eo bet ivez ha gantañ e voe savet ar c’hentañ levr louzawouriezh e finneg, Flora Fennica – Suomen Kasvisto, e 1860. Un eil embannadur a voe kaset da benn gantañ, a-gevret gant Thiodolf Sælan, e 1866.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Al Liamm, niv. 229, Kalevala Lönnrot, p. 100