Elianora de Arbarèe
Elianora de Arbarèe (e sardeg), pe Eleonora d'Arborea (en italianeg), a oa ur briñsez eus Sardigna (1340-) ha harozez vroadel eus ar XIVvet kantved.
Ganet e oa e Molins de Rei, e Katalonia, e 1340, ha mervel a reas e 1404 en Oristano, en Sardigna. Merc'h e oa da Mariano IV Cappai de Bas, barner eus judicat d'Arborée, ha da Timbora de Rocabertí.
Arbarèe (pe Arborea) a oa ur stad dizalc'h en enez. Elianora a oa merc'h d'ar barner Mariano IV Arborea. He yaouankiz a dremenas en Oristano, gant he breur Ugone hag he c'hoar Beatrice. Dimeziñ a reas da Brancaleone Doria, ur jeneral eus kêr Genova, ha gantañ ec'h eas da chom da Castelgenovese war-dro 1367.
He ren
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mervel a res ar barner Mariano IV gant ar vosenn en 1376, hag e vab Ugone III a renas war e lerc'h. En-dro dezhañ e vodas ar re na oant ket e-tu Aragon. En 1383, e voe un emsavadeg ha lazhet e voe he breur Ugone III hag he merc'h Benedetta gant soudarded Aragon. Elianora a deuas da vout barnerez en e lec'h. Bac'het e voe he fried Brancaleone, ha kaset da Varcelona. He mab Federigo Doria, hag eñ bihanik, a voe anvet da varner Arbarèe dindan e vamm.
Perzhioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Brudet e oa da vout kenedek, desket, ha mamm vat. Troet e oa gant an evned hag ar chase gant falc'huned, hag embann a reas ul lezenn da ziwall ar ouenn anvet en enod dezhi, falc'huned ar rouanez, falco eleonorae.
Mervel a eure gant ar vosenn e Mezheven 1403 ha krediñ a reer eo beziet en iliz c'hotek San Gavino Monreale.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (it) Caravale, Mario (ed). Dizionario Biografico degli Italiani LXII Dugoni – Enza. Rome, 1993.
- (it)Manno, Giuseppe. Storia di Sardegna. 2005.
- (en) Mearns, Barbara and Richard. Biographies for Birdwatchers. ISBN 0-12-487422-3